A Portuguesa

A Portuguesa
Kan broadel Portugal Portugal
Komzoù Henrique Lopes de Mendonça
Sonerezeh Alfredo Keil
Bloaz 1890
Degemeret 5 a viz Here 1910 (de facto)
19 a viz Mezheven 1911 (de jure)

A Portuguesa ("Ar Bortugalez") eo kan broadel ofisiel Portugal hag unan eus arouezioù broadel ar Stad.

Ur c'han brogarour e oa er penn-kentañ, aet da vrudet-kenañ da-heul un ultimatum bet embannet d'an 11 a viz Genver 1910 gant Breizh-Veur hag a c'hourc'hemenne da Bortugal dilezel an trevadennoù he devoa en Afrika, ar re a oa war ar "gartenn roz" etre Angola ha Mozambik[1]. Gant Henrique Lopes de Mendonça (1856-1931) e voe skrivet an ton, hag Alfredo Keil (1850-1907) a aozas ar son. E 1911 e voe degemeret A Portuguesa da gan broadel ofisiel Portugal[2].

  1. (pt) 'Negocios externos – Documentos apresentados ás cortes na sessão legislativa de 1890, pp. 197-198.. Kavet : 16 Ebr 24.
  2. (pt) Andrade Nunes, João. 3 hinos nacionals 3 formas de cantar a pátria. In : Revista de armada, niv. 553, Gouere 2020, p. 27.. Kavet : 16 Ebr 24.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy